Étiquettes

, , , , , , ,

Ci-dessous, la réponse collective des candidats présentés ou investis par l’UDB concernant le questionnaire soumis par Kevre Breizh.

À Noter les réponses supplémentaires d’Anne-Marie Kerven, candidate à Brest-Ville (lien) et de Philippe Coulau, candidat à Lannion – Paimpol (lien).

Ur politikerezh sevenadurel a gleiz hag emren

La culture est partout en Bretagne : associations , artistes, festivals etc… enrichissent le lien social, renforcent le dynamisme des territoires et façonnent une identité riche, plurielle et ouverte sur le monde.

Respont da k/Gevre Breizh

« EVIT UR REPUBLIK DOUJUS D’HE YEZHOÙ RANNVRO »

Evit an UDB eo mall bras da gemer diarbennoù sklaer evit cheñch penn d’ar vazh hag ober e seurt da reiñ lañs d’ar yezhoù rannvro e Frañs evit ma ne vefent ket mui renket « e- touez ar yezhoù en arvar bras da vervel », gant an UNESCO. Lakaat a reomp da soñjal hag eo bet sinet dija gant Frañs e ziskleriadur hollvedel war al liesseurted sevenadurel hag an emglev evit saveteiñ ar glad sevenadurel dizanvezel.
Ret eo bremañ mont pelloc’h hag o lakaat e pleustr .

  1. 1)  A-du omp evit adreizhañ ar Vonreizh evit disklêriañ e anzav ar Republik, e warez hag e tiorren yezhoù he ziriadoù ha gwirioù o c’homzerien, tal-ouzh-tal gant ar galleg. Hogen fellout a rafemp cheñch ar Republik evit krouiñ unan nevez, kevredadel anezhi, gant barregezhioù kreñv (reoliek ha lezenniñ) evit ar rannvroioù a fellfe dezho o tizhout.
  2. 2)  A du omp ivez e vefe kadarnaet Karta yezhoù rannvro pe bihanniver Kuzul Europa. An dra-se a c’houlennomp abaoe pell hag evit-se hon eus kemeret perzh d’an holl manifestadegoù (ha niverus e oa bannieloù UDB d’an hini diwezhañ d’an 31 a viz meurzh) aozet evit goulenn groñs kement-se.
  3. 3)  OuzhpennkartaEuropa,eoretlakaatdavotiñullezennsturoreiñdayezhpep tiriad diferadurioù lezennel ha zoken evit ar c’humuniezhoù enbroidi (evel an amazhig hag ar yezhoù rom…). Diwar an intrudu-se e vo priziet bolontez vat gouarnamant eus an tu kleiz peogwir e vo ret cheñch ivez ar c’huzul vonreizhel (asambles gant ar Vonreizh), evit ma ne c’hellfe ket houmañ skarzhañ ar raktres- lezenn.
  4. 4)  Goulenn a reomp ivez abaoe deroù respetad an tu kleiz er Rannvro e vefe treuzkaset da Rannvro, e framm ar pemp departamant, ar barregezhioù stag ouzh ar yezhoù, hag ar sevenadur gant an araezioù ret.
    Evit-se e c’houlennomp e vefe treuzkaset (d’ar Rannvroioù a-du evit en ober) araezioù, lec’hioù hag implijoù an DRAC hag heñvel tra evit ar Rektordi a-benn digreizennañ ar c’helenn divyezhek. Gant an daou ensavadur-se o vezañ tro dro 20 million euroioù o bugjet evit pep hini e vo tu da ziorriñ e Breizh a-bezh ur gwir politikerezh yezh ha sevenadurel a gleiz hag emren.(Da welet an diaporama (liamm) bet savet ganeomp e framm an dilennadegoù).

    Da welet : diaporama_politique_culturelle.pdf


Pour l’Union démocratique bretonne,

Les candidat(e)s présentés ou investis par l’UDB aux élections législatives des 10 et 17 juin 2012

Thierry STIEFVATER, titulaire, et Maryse Laurent, remplaçante, dans 1ère circonscription des Côtes-d’Armor (Saint-Brieuc) •Thierry Stiefvater war ar c’hentañ pastell-vro eus Aodoù-an-Arvor ha Maryse Laurent, eilerez.

Philippe COULAU, titulaire, et Sylvie TOUPIN, remplaçante, dans la 5ème circonscription des Côtes-d’Armor (Lannion-Paimpol) • Philippe Coulau war ar pempvet pastell-vro eus Aodoù-an-Arvor ha Sylvie Toupin, eilerez.

Anne-Marie KERVERN, titulaire, et Fragan VALENTIN-LEMENI, remplaçant, dans la 2ème circonscription du Finistère (Brest-ville) • Anne-Marie Kervern war an eil pastell-vro eus Penn-ar-Bed ha Fragan Valentin-Lemèni, eiler.

Isabelle MOIGN, titulaire, et Paul GUEGUENIAT, remplaçant, dans la 8ème circonscription du Finistère (Concarneau-Quimperlé) • Isabelle Moign war en eizhvet pastell-vro eus Penn-ar-Bed ha Paul Guéguéniat, eiler.

Valérie COUSSINET, titulaire, et Pierrick BRIHAYE, remplaçant, dans la 3ème circonscription d’Ille-et-Vilaine (Rennes-Montfort) • Valérie Coussinet war an trede pastell-vro eus Il-ha-Gwilen

Eloïse CORDIER, titulaire, et Jean-François MONNIER, remplaçant, dans la 4ème circonscription d’Ille-et-Vilaine (Redon) • Eloïse Cordier war ar pevare pastell-vro Il-ha-Gwilen ha Jean-François Monnier, eiler

Yann QUEMENEUR, titulaire, et Clara LEVREL, remplaçante, dans la 4ème circonscription de Loire-Atlantique, (Nantes-Rezé) • Yann Quéméneur war ar pevare pastell-vro ha Clara Levrel, eilerez

Yann SYZ, titulaire, et Emilie DABO, remplaçante, dans la 5ème circonscription du Morbihan (Lorient) • Yann Syz war ar pempvet pastell-vro eus ar Morbihan hag Emilie Dabo, eilerez